Gresianeg Pontos

Gresianeg Pontos pe ponteg (gresianeg: Ποντιακά, Ρωμαίικα) a zo ur doare yezh gresianek genidik eus Pontos (Πόντος) war aodoù su ar Mor Du ha komzet dreist-holl hiziv e Gres gant ar c'hresianed bontek. Komzet e vez ivez e Rusia, en Ukraina, e Jorjia, e Kazakstan, e Turkia hag ivez gant ezvroidi en Alamagn.

Diorroet e oa bet ar ponteg diwar ar gresianeg ionek o tremn dre ar gresianeg koine hag ar gresianeg bizantek bet levezonet gant an turkeg, ar perseg hag ivez yezhoù kaokazek.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search